Obererezhioù sevenadurel
Sonerezh, festoù-noz, arvestoù, buhezadennoù, stalioù “Brico’sons, chanterioù kemer perzh, diskouezadegoù, stajoù, kabanennoù selaou, prezegennoù, staliadurioù son personelaet, abadennoù sonerezh bro Iwerzhon, stalioù kan, sonadegoù dindan ar c’hoat hag all hag all a lak startigenn er vro a-hed ar bloaz.
PROGRAMADUR OBEREREZHIOÙ SEVENADUREL DIBAOUEZ
- Stal Kan : Bep lun adalek 6e30 g.k. betek 8e.
Kanaouennoù da zañsal (kan ha diskan, kan da respont) e brezhoneg, galleg pe gallaoueg gant ur c’helenner disheñvel bep daou viz evit dastum ur repertoar ha pleustriñ war ar c’han, pe o ren, pe o respont.
https://stalkawan.kanomp.bzh/
- Sonerezh bro Iwerzhon : Bep trede sul ar miz, adalek 5e g.k. betek 8e.
5e g.k. da 6e : stalieroù sonerezh bro Iwerzhon, gant Marie-Laure le Duc, 10€ emezeladur evit ar bloaz
- Festoù-noz hengounel : Bep kentañ gwener ar mizioù par.
2 goublad kanerien, Stal kan (kan-en-dañs), 2 goublad sonerien, ur goublad liesseurt. Gant kempennadur akoustek ar sal.
- Sonadegoù a bep seurt : Miz Du, miz Genver, miz Meurzh, miz Mae. Pe muioc’h !
Gant ur programadur "taolioù kalon ...
- Prezegenn prederouriezh ha gwin-ru tomm : Etre Nedeleg ha deiz kentañ ar bloaz.
Un emgav pouezhus gant hon daou brederour Yves-Marie Moal ha François Bridet, kinniget gant Louis-Jacques Suignard.
Chomit kevreet war Facebook evit gouzout ar pezh a c’hoarvez : centrededécouverteduson
Gant plijadur e vo degemeret ac’hanoc’h en hon sal gouestlet d’ar selaou ha d’ar son !