Ar park Dudi ha Dizoloiñ
Lec’hiet eo ar park e su Lannuon, 3 km eus Kawan en ur dachenn naturel kizidik a-hed ar Gindi.
E kreiz an natur a labour ar gevredigezh “Kreizenn ar Son” ha kinnig a ra deoc’h ur park dudi dibar : “Kreizenn ar Son” ‘ba koad Kerouspig.
Merañ ar glad naturel war an tri hektar e ra ar gevredigezh (gant gopridi ha tud a youl vat) ha lakaat a ra hor divskouarn da fraoñval a-drugarez da staladurioù graet gant traoù dastumet ha distroet evit an holl dud, bep seurt oad. Gallout a reer c’hoari selaou, ober sonioù, adkavout ur stad da selaou hag ober anaoudegezh en dro gant hon divskouarn.
Traouigoù ouzhpenn da c’houzout : Ur bourmenadenn er-maez eo hag a bad tamm pe damm div eurvezh. Ur bern mein ha gwrizioù ez eus war an hent, setu perak n’eo ket aes mont gant ar c’harrigoù-bihan, gweloc’h eo gant ur dougen-babig. Diaes eo mont gant kadorioù-ruilh war ar wenodenn, gall a rit pellgomz ganeomp evit kaout titouroù.
Loened-ti : ne ket posubl kas anezho war ar park zoken e-penn ur gordenn pe e-barzh ur sac’h.
Lastez : Klaskomp asambles nebeutaat anezho evit digreskiñ hon roud war al lec’hienn ha doujañ dioutan.
Engouestloù a zo bet kemeret gant an LPO (Kevredigezh evit gwareziñ an evned) hag ar GMB (Strollad mamalogel Breizh).
Bezañ ‘zo ur c’homposter evit lakaat an traoù biodic’hradus evel restachoù lein ’ti Mari Glazou.
Evit peurest ar lastez, ret eo deoc’h kas anezho er gêr.
Mersi deoc’h !